alain le nost

liverezh essentialiste™  (penn-naturel)

 

E 1989 e aoz alain le nost un diskouezadeg vras e Bro Suis (e Zürich) hag e vez goulennet digantañ kemer un dikedenn... Choaz a ra e hini dezhañ e-unan, hag er mod-mañ e vez termenet e oberenn gantañ : Peinture Essentialiste (liverezh penn-naturel). Pell da vezañ un diaezamant dezhañ, er c’hontrol, ec’h en em sant dieubet ! Fellet a ra dezhañ livañ ene an traoù kentoc’h eget o stumm, choaz tu ar c’haerder diabarzh ha n’eo ket tu boas ar c’haerder diavaez... Diwar gement-mañ e stag gant ur pevare mare e-barzh e liverezh. Kalonekaet eo d’hen ober gant ar buruteller arz Jacques DUBOIS.

Hommage à Schubert" 146 x 114 

1992  Huile sur toile

Ar frapadoù gwellañ evit kompren hent alain le nost er pevare mare-mañ eus e oberenn "peinture essentialiste" (liverezh penn-naturel) eo, kredapl bras, an diskouezadegoù bras bet kinniget e Trevarez, e Plaeraneg, e Mirdi ar Mor, ha nevesoc’h zo e chapel an Ursulined e Lannuon  "an nost, ene al liver".

Orin an anv « essentialiste » (penn-naturel) zo sklaeraet e-barzh ur pennad-kaoz gant ar skrivagner Yannick Pelletier. "Klask dizehan ar Peurvoud... Abalamour d’an dra-se emañ an arzour „essentialiste“ (penn-naturel) diouzh kostez ar penn-natur muioc’h eget diouzh hini ar bezañ" en deus skrivet Yannick PELLETIER.