Alain Le Nost zo bet ganet e 1934 e Gwengamp en ur familh kozh eus Bro Dreger ha Kerne-Uhel. Stagañ a ra da livañ d’e seitek vloaz e 1952. En em gaout a ra gant Armand Drouant, neuze e teu ar c’hoant dezhañ da zeskiñ livañ ha da ober e vicher nemeti eus e arz. Diwar kuzulioù Armand Drouant e 1954 ez a al liver yaouank da Bariz e « Académie de la Grande Chaumière « (Stal-livañ Yves Brayer) ha goude e 1959 e « Académie de la Section d'Or » (Stal-livañ Souverbie).

Liver a-vicher e teu da vezañ e 1965.

E 1989 e tiskleir an anvadur « Peinture Essentialiste™ » (liverezh penn-naturel) krouet gantañ. E gest a gas anezhañ hiziv betek primder naturel ar jestroù...

E awen a vez maget diwar a-bep seurt traoù. Da gentañ holl ez eo kiniad e Vreizh c’henedik, ma vez renevezet gantañ e sell warni dizehan, met e demoù zo etrebroadel : Kornôg Amerika, donderioù ar morioù, Spagn, Gres....

 

Diskouezadegoù pennañ : 

1959 Ti Breizh - Pariz.

1962 Galerie Jérôme Bosch - Bruxelles

1970 digoridigezh an Atalier e Pempoull

1978 Orangerie du Luxembourg – Pariz

1979-1981-1983 Galerie Drouant – Pariz

 

1989 Scheidegger Art Center – Zürich

1990 Office européen des Brevets – München

1992 Sell war-giz e Trevarez - Domani Kuzul Departamant Penn ar Bed

1999 Sell war-giz, Ti ar sevenadur e Plaeraneg

2002 Hanter-kant bloavezh livañ "le nost, kostez ar mor" – Mirdi ar Mor, Pempoull.

2005 - « An Nost hag ene Breizh » - Mirdi Yan’ Dargent. Sant-Servez (Penn ar Bed).

2006 – « An Nost, ene al liver » - Chapel an Ursulined. Lannuon.

2007 - Maner Kerazan, Loktudi, Penn ar Bed.