| Evit ar pezh a sell ouzh ar skridoù war an arzour, evel al Levrioù Aour, e-leizh a bennadoù zo bet embannet er c’hazetennoù e-pad ouzhpenn hanter-kant vloaz war ar vicher bremañ... Diaes dibab, setu ma kinnigomp war al lec’hienn internet-mañ ur bokedig e skoaz ar press-book klok a vo moaien da welet a-benn nebeut. Un nebeud levrioù zo merket, da c’hortoz a-benn un toullad mizioù kredapl an embannadurioù nevez war mont-en-dro krouiñ Alain Le Nost. Pennadoù tele a vo lakaet war al lec’hienn hepdale ; Evit ar filmoù ez eus tu da sellet outo er Stal-livañ hag eilfilmoù a vez skignet strizh evit Kelc’h Mignoned Oberennoù An Nost. |