Ti Breizh e Pariz e 1959-1960 : ar c’hentañ diskouezadeg eo bet, an darempred kentañ gant ar sellerien hag ur berzh sklaer.

War al Levr Aour e welomp promesaoù kaer ha sinadurioù a-bouez.

N’eo nemet 25 bloaz Alain Le Nost pa ‘z eo anavezet evel arzour-liver gant an dud, ar vurutellerien hag e genseurted. Hiviziken e vo arzour-liver ha netra all !...

Diwar neuze eo war un hanter-kantved ec’h en em astenn oberenn An Nost, gant diskouezadegoù na gonter ket ken.

 

Meur a bennad e-barzh un dastumad Levrioù Aour a ziskouez pegen priziet ha meulet eo. E-touesk ar re vravañ emañ re Orangerie du Luxembourg e Pariz, re Galerie Drouant, re Trevarez ha re Chapel an Ursulined e LANNUON e 2006. 

An testenioù-mañ en o-unan a c’hello bezañ embannet war ar memes tro gant katalog urzhiet an oberenn. Amañ ne ginnigomp deoc’h nemet un nebeud skridoù eo tommoc’h kalon an arzour outo, ur bokedig eus levrioù Aour.

"Park an Arvorig" 1996

eoul war lien. 60 x 60